Gouel Dewi

Lid Gŵyl Dewi e Caerdydd, e 2008
Banniel Sant Dewi

Gouel Dewi (Dydd Gŵyl Dewi) a lider d’ar 1 a viz Meurzh e koun sant Dewi pe Divi (war-dro 500589), paeron Kembre (anavezet e kembraeg evel Dewi Sant).

Deiziad ar 1 a viz Meurzh zo bet dibabet evit e lidañ, dre ma varvas Divi, a lavarer, d’ar 1 a viz Meurzh 589. Abaoe an XVIIIvet kantved eo deuet an devezh-se da vezañ ur gouel broadel e Kembre.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search